Expérimentation autour de la Gavotte

Objectifs

Appréhender les raisons culturelles de l’évolution de la gavotte dans le contexte culturel et artistique du 21ème siècle et dans son rapport à la scène et au spectacle vivant.
Retranscrire artistiquement les évolutions de la gavotte tant sur le plan espace, énergie, que sur la relation musique / mouvement.
Jeter des ponts entre danse traditionnelle et danse contemporaine, entre pratique amateur et professionnelle.
Faire collaborer à un même projet des danseurs issus de plusieurs groupes.

Ce qui existe

Le choix de l’intervenante : Fransoaz Jolivet. Les raisons en sont nombreuses :
- Recherches liées aux pratiques « amateur » en danse.
- Thématiques développées dans ses chorégraphies en lien avec la culture bretonne
- Formation professionnelle en danse contemporaine
- Connaissance des danseurs des cercles celtiques

Un travail de recherche approfondi a déjà été mené concernant la gavotte, ses origines, son évolution à partir :
- D’écrits (l’orchésographie de Thoinot Arbeau, Guilcher…)
- De sources de collectage sonores et vidéo
- D’interviews
- De gravures et de photos (Masui, Perrin, Lalaisse, Méheut…)

Actions envisagées

Harmoniser le niveau de connaissance des danseurs.
Favoriser l’articulation entre la connaissance et la compréhension de l’évolution.
Savoir se positionner en tant que danseur du 21ème siècle et particulièrement dans le transfert à l’espace scénique des danses traditionnelles.

Pour cela, il faut 40 heures d’intervention :
- 1 week-end (14 heures) pour ancrer la démarche
- 3 journées de 7 heures pour approfondir cette démarche
- 1 journée de 5 heures avant restitution des travaux.
Le résultat de cette expérience sera présenté lors de Treuzell.

 

 

 

Ur sell war Treuzell - laboratouer war ar c’havotenn

Klevet am meus kaoz eus raktres Treuzell e fin miz Eost evit ar wech kentañ, er c’harr-boutin e oan o tistreiñ eus hon devezh gouel diwezhañ. Kinniget eo bet din gant ma c’helc’h kemer perzh er raktres « laboratouer war ar c’havotenn ». Dedennus em eus kavet mennozh ar raktres, ha lakaet am eus ma anv neuze. Setu ac’hanon o kregiñ ur bloavezh dañs nevez founnus : c’hwec’h pleustradeg e daou viz!, pa ‘z eo c’hoazh sioul awalc’h an traoù e penn-kentañ ar bloavezh evit darn vrasañ an danserien.

Un digoradur war ar raktres e oa an emgav kentañ, renet gant Soaz Jolivet. Lakaet he deus ac’hanomp da soñjal diwar-benn petra sinifi an dañs evidomp, met dreistholl penaos eo aet war-raok a-hed an amzer, eus deroù an dañs en ur gevredigezh stroll betek bremañ, mare ar c’helc’hioù keltiek hag ar festoù-noz, en ur gevredigezh hiniennel. Ar soñj war an emdroadur-mañ en deus renet hon labour diwar-benn ar c’havotenn. A-hed hon emgavioù eo bet broudet krouidigezh hon abadenn gant ar preder hon boa asambles en ur glask kompren « petra eo ar c’havotenn? » pe « petra sinifi dañsal ar c’havotenn? » Hag eñ e vo komprenet mennozh hon abadenn gant an arvesterien? N’omp ket sur c’hoazh. Met evit pep hini ac’hanomp er strollad eo bet un taol-arnod pinvidikus. Me soñj din n’hon eus ket trawalc’h a momentoù evelse, pennadoù pa’z eo kemmesket tammoù preder gant an dañsal, ken buan a dremen ar bloavezhioù e buhez ar c’helc’hioù.

Lena Kerhoas