Langues régionales : l'appel de 60 organisation bretonnes

Yezh ha sevenadur Breizh: galv d'ar barlamantourien

En noz eus ar yaou 14 d’ar gwener 15 a viz Genver he deus nac’het ar Vodadenn vroadel ar c’hinnig lezenn war ar yezhoù rannvroel a oa bet disklêriet c’hwec’h sizhun kentoc’h gant Paol Molac e anv ar strollad ekologel. Dre atiz Diwan ha Stumdi ez eo galvet gant 60 framm sokio-sevenadurel eus Breizh an holl barlamantourien eus Breizh – forzh pehini a vefe o strollad politikel – a-benn ma kavint an tu da c’hounit ul lezenn evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel, ac’hann da zilennadeg ar gannaded. Ul lizher zo bet kaset d’an 25 a viz Genver 2016.

Dans la nuit du jeudi 14 au vendredi 15 janvier, l’Assemblée nationale a rejeté la proposition de loi sur les langues régionales qu’avait déposée, six semaines auparavant Paul Molac au nom du groupe écologiste. A l’initiative de Diwan et de Stumdi, 60 structures socio-culturelles de Bretagne interpellent tous les parlementaires bretons – quel que soit leur parti politique – pour qu’ils se donnent les moyens d’obtenir, d’ici les prochaines élections législatives, une loi pour les langues et les cultures régionales. Une lettre a été expédiée le 25 janvier 2016.

Al lizher / La lettre

Chomlec’h skrivañ
Diwan - ZA Sant-Ernel - BP 147 - 29411 Landerne
diwan@diwan.bzh

Landerne, d’ar 25 a viz Genver 2016

Itronezed, Aotrounez parlamantourien Vreizh,

E c’houzout a rit ervat : e penn kentañ ar c’hentañ kantved warn-ugent-mañ e c’hoari hec’h amzer da zont chadenn vresk ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel. War an dachenn e tougomp ni, engouestlet e kevredigezhioù, ar youl treuzkas hor yezhoù abaoe degadoù a vloavezhioù.
Kement-mañ a ouezit ivez : daoust ma oa bet kemmet ar Vonreizh e 2008, ar framm lezennel gall n’eo ket bet gouest james da dalañ ouzh dalc’hoù treuzkas ar yezhoù rannvroel.
Abalamour da gement-se e oa bet graet gant lod ac’hanoc’h meur a ginnig lezenn-framm war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvroel e 2010.
Abalamour da gement-se e oac’h bet niverusoc’h c’hoazh o votiñ, e miz Genver 2014, evit ar raktres lezenn vonreizhel evit kadarnaat ar Garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver.
Abalamour da gement-se ez eus bet douget ur raktres lezenn berr war ar yezhoù gant unan ac’hanoc’h, da vezañ studiet er Vodadenn Vroadel, e miz Genver 2016.
Hini ebet eus ar c’hinnigoù-se n’eo aet betek penn.
Gouzout a ouzomp ez eo d’ar Vretoned sammañ ar garg da reiñ o yezhoù hag o sevenadur d’ar rummadoù nevez. Hol lod a reomp. Deoc’h, dilennidi Breizh, d’ober ho hini ivez.
17 miz e pad ho resped c’hoazh. Goulenn a reomp diganeoc’h mont dreist soñjoù disheñvel ho strolladoù politikel. Amzer a-walc’h zo evit ma vo studiet ha votet ur wir lezenn-framm gant izili ar Parlamant, diouzh spered testennoù miz Kerzu 2010.
Komzoù a-walc’h hon eus klevet. Oberoù a c’hortozomp diganeoc’h.

 

Landerneau, le 25 janvier 2016

Mesdames, Messieurs les parlementaires de Bretagne,

Vous ne pouvez l’ignorer. En ce début de vingt-et-unième siècle, la transmission des langues et cultures régionales joue son avenir. Sur le terrain, nous, acteurs associatifs, portons cette ambition depuis des décennies.
Vous le savez aussi : malgré la modification constitutionnelle de 2008, le cadre législatif français n’a jamais permis de faire face aux défis de la transmission des langues régionales.
C’est pourquoi, en décembre 2010, plusieurs d’entre vous avaient déposé des propositions de loi cadre sur les langues et les cultures régionales.
C’est pourquoi vous avez été encore plus nombreux à voter, en janvier 2014, en faveur du projet de loi constitutionnelle destiné à ratifier la Charte européenne des langues régionales et minoritaires.
C’est pourquoi en janvier 2016, l’un d’entre vous a porté à l’examen de l’Assemblée un court projet de loi sur les langues. Aucune de ces initiatives n’a abouti.
Nous savons que la responsabilité de transmettre leurs langues et leur culture incombe aux Bretons. Nous prenons notre part. A vous, élus bretons, de prendre la vôtre.
Votre mandat dure encore 17 mois. Nous vous demandons de dépasser vos divergences partisanes. Le temps est suffisant pour que le Parlement examine et vote une véritable loi cadre, dans l’esprit des textes de décembre 2010.
Nous en avons assez des paroles, nous attendons vos actes.

 

Sinet gant / Signataires

Diwan, Stumdi, Kevre Breizh, Div Yezh, Dihun, Sonerion, Kendalc’h, War ’l Leur, Bodadeg ar gouren - Fédération de gouren, Confédération FALSAB, UBAPAR, Gouelioù Breizh, An Oaled, Skol Uhel ar Vro, Association des Enseignants de Gallo, Poellgor an Tarv, Divskouarn, Dastum, Breizh Unvan - Bretagne Réunie, Kanomp Breizh, Ar Falz / Skol Vreizh, Kentelioù an noz, Ti ar vro Bro Dreger, Sked, Tud bro Konk, Kelennerien war ar brezhoneg e rannvro Pariz (KBP-APLB), Ar Redadeg, Skol an Emsav, Keit vimp bev, Emglev bro an Oriant, C'hoariva, Kuzul ar brezhoneg, Rann ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2 - Département de breton de l’Université de Rennes 2, Kerne - Leon - Treger - Bro Montroulez, Spered Kewenn, Kerlenn Sten Kidna, Ti ar vro Bro Leon, Ti ar vro Bro Sant-Brieg, Mervent, Emglev bro Gwened, Deskiñ d’an Oadourien, Ti ar Vro Landerne Daoulaz, Ti ar vro Bro Kemperle, Brudañ ha skignañ, Paris Breton, Bannoù Heol, Ti Douar Alre, Géographes de Bretagne, Mission bretonne Ti ar Vretoned, Agence culturelle bretonne de Loire Atlantique, Skeudenn Bro Roazhon, Kreizenn sevenadurel Lannuon, Studi ha Dudi, Ti ar Vro Kemper, Daoulagad Breizh, Kelenn, KEAV, Gouel ar Filmoù, Douarnenez, Emglev Bro Douarnenez